Argadenn a-enep Afrin

Argadenn Afrin
Tamm eus Brezel diabarzh Siria

Maread 20 a viz Genver 2018 - Bremañ
Lec'h Afrin
Siria
Disoc'h Trec'h peuglok Turkia
Cheñchamant tiriad:Afrin
Emgannerien
Nerzhioù lu Turkia

Lu Dieub Siria

Restr:Flag of Hayat Tahrir al-Sham.svg Tahrir Al-Cham
YPG

Nerzhioù Demokratel Sirian
Batailhon Etrevroadel an Dieubidigezh
Lu Siria (abaoe an 20 a viz C'hwevrer)

Iran
Pennoù-brezel
Lt. Jen. İsmail Metin TemelMehmud Berxwedan
Haji Ahmed
Niver a emgannerien
Sifr diasur: 6400 evit Turkia

10000 - 25 000 Lu Dieub Siria

Hayat Tahrir al-Sham[1]
Sifr diasur: 8000 - 10 000 YPG
800 d'an nebeutañ
Kolloù
Etre 57 (hervez Turkia) ha 87, gant 257 gloazet
Etre 116 ha 248
Etre 600 (SOHR) ha 1586 (hervez Turkia: 4598 marvet
prizoniet pe gloazet
etre 32 ha 91 (hervez Nerzhioù Demokratel Sirian) ha 19 steuziet

An Argadenn a-enep Afrin, pe Oberiadur brezel ar barr olivez (turkeg: Zeytin Dalı Harekâtı), zo un oberiadur brezel turk e rannvro Afrin e Siria kroget d'an 20 a viz Genver 2018. Nerzhioù lu Turkia harpet gant Lu Dieub Siria o deus taget ar rannvro a zo dindan galloud Kurded Strollad an unvaniezh demokratel hag e skourr armet e Siria YPG abaoe 2012. Ar Gurded a zo harpet gant bezen Nerzhioù Demokratel Sirian nemetken.
Prezidant Turkia Recep Tayyip Erdoğan en deus bet disklêriet devezh kentañ an dagadenn a-enep Afrin ez afe Lu Turkia betek kêr Manbij en norzh. Ar gêr-se a zo dindan beli an nerzhioù kurd harpet gant Stadoù-Unanet Amerika hag a oa bet adkemeret digant nerzhioù Daech e 2016. An YPG en deus respontet e vo difennet poblañs Afrin ha stourmet a-enep nerzhioù lu Turkia. Degadoù a drevourien a zo marvet ha 5000 trevour a zo tec'het kuit abaoe kentañ devezh an argadenn.

Manifestadegoù a zo bet e Turkia evit enebiñ ouzh an oberiadur brezel. Erdoğan en deus embannet e vefe paeet ur "priz uhel" gant ar re a gemerfe perzh er manifestadegoù-se. Degadoù a gazetennerien ha kantadoù a implijerien rouedadoù sokial a zo bet harzet dre m'o doa kavet abeg en oberiadur brezel-se.

  1. Le Monde

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search